N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Jozue 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras? |
N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Sikour ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh, evit gloar da anv! Dieub ac'hanomp, pardon deomp hor pec'hedoù dre garantez da anv!
Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.
Perak e lavarfe an Ejipsianed: O lakaet en deus da vont kuit evit o gwalleur, evit o lazhañ er menezioù, evit o c'huzumiñ diwar-c'horre an douar? Distro eus gwrez da gounnar hag az pez keuz eus an droug a fell dit ober da'z pobl.
Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.
Ra ouelo etre ar porched hag an aoter an aberzhourien a ra servij an AOTROU, ha ra lavarint: AOTROU, espern da bobl! Na ro ket da hêrezh d'an dismegañs ha da c'hoap ar broadoù. Perak e vefe lavaret e-touez ar pobloù: Pelec'h emañ o Doue?
Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.
Moizez a lavaras d'an AOTROU: An Ejipsianed a ouezo kement-mañ, rak lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da bignat dre da nerzh eus o zouez,
Tad, ro gloar da’z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c’hoazh.
gant aon na vez lavaret er vro ac'h eus tennet ac'hanomp diouti: Dre ma n'eo ket gouest an AOTROU d'o lakaat da vont er vro en doa prometet dezho, ha dre ma kasa anezho, eo en deus o lakaet da vont kuit evit o lazhañ er gouelec'h.
Siwazh! Aotrou, petra a lavarin goude m'en deus troet Israel e gein dirak e enebourien?
Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.