Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
Jozue 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud. |
Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.
En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.
Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.
Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,
E kement-se eta, degasit hoc’h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c’houiziegezh,