Ha dindanañ e oa dremmoù ejened tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiañ ar mor. Bez' e oa div renk ejened, teuzet gantañ en un deuzadenn hepken.
Jozue 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C'hwi holl, tud a vrezel, grit an dro da gêr, o treiñ ur wech en-dro da gêr, hag evel-se e ri e-pad c'hwec'h devezh. |
Ha dindanañ e oa dremmoù ejened tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiañ ar mor. Bez' e oa div renk ejened, teuzet gantañ en un deuzadenn hepken.
Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.
Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.
Arc'h an AOTROU a reas tro kêr, mont a reas ur wech. Goude e teujont d'ar c'hamp hag e tremenjont an noz er c'hamp.
Hag e rejont ur wech tro kêr d'an eilvet deiz, ha goude e tistrojont d'ar c'hamp. Evel-se e rejont e-pad c'hwec'h devezh.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Jeriko hag he roue, gant he brezelourien nerzhus.
Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.
Lavarout a reas d'ar bobl: Tremenit ha grit tro kêr, ha ra dremeno ar re a zo armet dirak arc'h an AOTROU .