Ar seizh aberzhour a zouge ar seizh shofar e korn tourz dirak arc'h an AOTROU a gerzhe hag a sone gant ar shofaroù en ur gerzhout. An dud armet a gerzhe en a-raok, ar vodadenn a heulie arc'h an AOTROU ; hag e veze sonet gant ar shofaroù e-pad ar gerzhadeg.
D'ar seizhvet deiz e savjont beure-mat, kerkent ha tarzh an deiz, hag e rejont seizh gwech tro kêr en hevelep doare. Nemet en deiz-se e rejont tro kêr seizh gwech.