La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jozue 4:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

rak an AOTROU ho Toue en deus disec'het doureier ar Jordan dirazoc'h, ken n'oac'h tremenet, evel m'en doa graet an AOTROU ho Toue d'ar Mor Ruz, en doa disec'het dirazomp, ken n'oamp tremenet,

Ver Capítulo



Jozue 4:23
8 Referencias Cruzadas  

selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet.


Faoutet ec'h eus ar mor dirazo, hag ez int tremenet e-kreiz ar mor war ar sec'h. Taolet ec'h eus en donder ar re a rede war o lerc'h, evel ur maen en doureier meur.


Faoutañ a reas ar mor hag o lakaas da dremen. Derc'hel a reas an doureier evel en ur bern.


Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.


Rak kezeg Faron, e girri hag e varc'hegerien a zo aet er mor, hag an AOTROU en deus lakaet doureier ar mor da zistreiñ warno. Met mibien Israel o deus kerzhet e-kreiz ar mor war ar sec'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus,