Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.
Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac'hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoù.
Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec'h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU , betek ma vo tremenet ar bobl ac'h eus prenet.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
evit ma touji an AOTROU da Zoue, o virout e holl reolennoù hag e holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit, te, da vab ha da vibien-vihan, en holl zeizioù da vuhez, evit ma vo hiraet da zeizioù.
Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.