Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec'h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.
Jozue 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C'hwi a gelenno ho mibien o lavarout: War ar sec'h e tremenas Israel ar Jordan-mañ, |
Mibien Israel a yeas e-kreiz ar mor war ar sec'h, an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.
Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.
Rak kezeg Faron, e girri hag e varc'hegerien a zo aet er mor, hag an AOTROU en deus lakaet doureier ar mor da zistreiñ warno. Met mibien Israel o deus kerzhet e-kreiz ar mor war ar sec'h.
Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?
an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.
An aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU a chomas start, a-sav, war ar sec'h e-kreiz ar Jordan, e-pad ma tremenas holl Israel war ar sec'h, ken n'o doe an holl bobl echuet tremen ar Jordan.
Hag e komzas da vibien Israel o lavarout: En amzer da zont, pa c'houlenno ho mibien digant o zadoù: Petra eo ar vein-se?
Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.