Jozue 20:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re-se a voe ar c'hêrioù dilennet evit holl vibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en o zouez, evit ma tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh, hag evit na varvo ket dre zorn ar veñjer-gwad, betek ma'z aio dirak ar vodadenn. |
Ar c'hwec'h kêr-se a vo lec'hioù-repuiñ evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en ho touez, hag e tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh.
Hag e tec'ho da unan eus ar c'hêrioù-se, hag e chomo ouzh digor dor kêr evit disklêriañ e afer da henaourien ar gêr-se. Int a zegemero anezhañ e kêr, hag e roint dezhañ ul lec'h evit ma chomo ganto.
Chom a raio er gêr-se betek ma'z aio e barnedigezh dirak ar vodadenn, betek marv an aberzhour-meur a vo en amzer-se. Neuze e tistroio ar muntrer hag ez aio d'e gêr ha d'e di, d'ar gêr ma oa tec'het diouti.
Hag en tu all d'ar Jordan, dreist Jeriko war-zu ar sav-heol, e lakajont Bezer er gouelec'h, er blaenenn, eus meuriad Ruben, Ramod e Galaad, eus meuriad Gad, ha Golan e Basan, eus meuriad Manase.