Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Jozue 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro. |
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.
Roue Jeriko a gasas da lavarout da Rahab: Kas er-maez an dud a zo deuet du-se hag a zo aet ez ti, rak deuet int evit spiañ ar vro.
Mibien Dan a gasas pemp den eus o c'herentiezhioù, kemeret en o c'hreiz, tud kadarn eus Zorea hag Eshtaol, evit spiañ ar vro hag hec'h anavezout. Hag e lavarjont dezho: Kit da anavezout ar vro. Dont a rejont da venez Efraim betek ti Mika, hag e tremenjont an noz eno.