Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Roue Jeriko a gasas da lavarout da Rahab: Kas er-maez an dud a zo deuet du-se hag a zo aet ez ti, rak deuet int evit spiañ ar vro.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 2:3
15 Referencias Cruzadas  

Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.


Lavaret hon eus dezhañ: Ni a zo tud vat, n'omp ket spierien,


Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun o aotrou: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ kêr, hag he spiañ, hag he distrujañ, e tegas David e servijerien da'z kavout?


Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.


Met pennoù mibien Ammon a lavaras da Hanun: Ha soñjal a rez e vefe kaset frealzerien gant David evit enoriñ da dad? Ha n'eo ket evit imbourc'hiñ, distrujañ ha spiañ ar vro ez eo deuet e servijerien da'z kavout?


ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?


Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.


Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.


O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask.


En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.


Hag e rejont evel-se. Lakaat a rejont ar pemp roue da zont er-maez eus ar vougev, roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish ha roue Eglon, hag o degasjont dezhañ.


Hag e voe lavaret da roue Jeriko: Setu, tud a zo deuet en noz-mañ a-douez mibien Israel, evit spiañ ar vro.


Ar vaouez a gemeras an daou zen hag a guzhas anezho; hag e lavaras: Gwir eo penaos an dud-se a zo deuet amañ, met ne ouien ket a-belec'h e oant;


Lavarout a reas c'hoazh dezhi: En em zalc'h ouzh digor an deltenn, ha mar deus un den da c'houlenn ouzhit: Hag ez eus unan bennak amañ? e responti: Nann.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos