Jozue 17:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mibien all Manase, hervez o ziegezhioù, a zo: mibien Abiezer, mibien Helek, mibien Asriel, mibien Sichem, mibien Hefer, mibien Shemida. Int eo bugale par Manase mab Jozef, hervez o ziegezhioù. |
Setu al lodenn degouezhet dre ar sord da veuriad Manase, a oa kentañ-ganet Jozef. E-keñver Makir, kentañ-ganet Manase ha tad da C'halaad, dre ma oa un den a vrezel, en doa bet Galaad ha Basan.
Zelofkad mab Hefer, mab Galaad, mab Makir, mab Manase, n'en doe ket a vibien met merc'hed. Anvioù merc'hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.
Ael an AOTROU a zeuas hag a azezas dindan an dervenn a oa en Ofra hag a oa da Joaz an Abiezerad. Gedeon e vab a zorne an ed er waskell, evit e guzhat a-zirak Madian.
Lavarout a reas dezho: Petra am eus graet e-skoaz ganeoc'h? Raspaerezh Efraim, ha n'eo ket gwelloc'h eget mendem Abiezer?