Hag e c'hellez ober dezhañ lammat evel ar c'hilhog-raden? E c'hwirinadenn a zo spontus.
Joel 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel trouz kirri ez int pa lammont war-lein ar menezioù, evel trouz ur flamm-tan o lonkañ plouz, evel ur bobl c'halloudek renket evit ar brezel. |
Hag e c'hellez ober dezhañ lammat evel ar c'hilhog-raden? E c'hwirinadenn a zo spontus.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.
E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann.