Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.
Joel 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù. |
Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.
He skuilhañ a reont war beurvanoù ar gouelec'h, hag an torgennoù a zo gwisket a levenez.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegañs an naonegezh e-touez ar broadoù.
Hag e vo lavaret: An douar glac'haret-mañ a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c'hêrioù gwastet, glac'haret ha distrujet-mañ a zo kreñvaet ha tudet.
Ha c'hwi menezioù Israel, e lakaiot ho skourroù da greskiñ hag e roiot ho frouezh evit va fobl Israel, rak an traoù-se a zo prest d'en em gavout.
ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?
neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.
Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.