Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 8:12
39 Referencias Cruzadas  

Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.


Ra roio Doue dit glizhenn an neñvoù ha druzoni an douar, hag ur fonnder a winizh hag a win!


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.


Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a sello diouzh an neñvoù.


Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.


Kas a raio glav war da had az po hadet ez touar, hag ar bara a roio da zouar a vo mat ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e pradoù bras.


E-lec'h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec'h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc'hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontañ.


Hag e lakain tud da gerzhout warnoc'h, va fobl Israel, int a berc'henno ac'hanoc'h hag e viot o hêrezh, ha n'o distrujot ken.


Hag e kreskin frouezh ar gwez ha trevad ar parkeier, evit ma ne zougot ken dismegañs an naonegezh e-touez ar broadoù.


Rak setu, e teuan d'ho kavout hag e troan etrezek ennoc'h, hag e viot labouret hag hadet.


Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.


Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioù evel al Liban.


Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.


N'ho pet ket aon, loened ar parkeier! Rak peurvanoù ar gouelec'h a adc'hlazo, ar gwez a zougo o frouezh, ar fiezenn hag ar winienn a roio o finvidigezhioù.


Mar kerzhit hervez va reolennoù ha mar mirit va gourc’hemennoù ha grit hervezo,


Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.


En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.


Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:


Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù


Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Ra ne lakaio den eta e c’hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc’h,


Va c'helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c'hlasvez, evel barradoù war ar geot!


Ha diwar-benn Jozef e lavaras: E vro a zo benniget gant an AOTROU, gant traoù prizius an neñv, gant ar glizh, gant ar poulloù en traoñ,


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc’h evit ar re en em ro d’ar peoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos