11 Met bremañ ne rin ket e-keñver nemorant ar bobl-mañ evel en deizioù kentañ, eme AOTROU an armeoù.
Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e gounnar bepred,
Gwarizi Efraim a dec'ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.
En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.
Taolit evezh eta, adalek an deiz-se hag en ur sevel en amzer dremenet, a-raok ma oa bet lakaet maen war vaen e templ an AOTROU,
Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.