Joel 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Danevellit kement-se d'ho mibien, hag ho mibien d'o mibien, hag o mibien d'ar rummad war-lerc'h. |
Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mañ, da c'halloud d'an holl re a vo ganet,
Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;
An hini bev, an hini bev, a veulo ac'hanout, evel ma ran hiziv; an tad a roio da anavezout da fealded d'e vibien.
o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,