An togennoù war grec'h ar c'holonennoù a save uhel adalek ar volzenn a oa en tu all d'ar roued; bez' e oa ivez daou-c'hant greunadezenn, lakaet dre renk, en-dro d'an eil togenn.
Jeremiaz 52:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he greunadez a oa heñvel. |
An togennoù war grec'h ar c'holonennoù a save uhel adalek ar volzenn a oa en tu all d'ar roued; bez' e oa ivez daou-c'hant greunadezenn, lakaet dre renk, en-dro d'an eil togenn.
pevar c'hant greunadez evit an div roued, div renk greunadez da bep roued, evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,
Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad. Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he roued a oa heñvel.
Dirak an ti e reas div golonenn a bemp ilinad ha tregont a hirder, hag an dogenn a oa war o fenn he doa pemp ilinad.
Daou benn an div gordennig a lakai en daou lagad lec'hiet war skoazgennoù an efod, war an diaraog.