An togennoù war grec'h ar c'holonennoù a save uhel adalek ar volzenn a oa en tu all d'ar roued; bez' e oa ivez daou-c'hant greunadezenn, lakaet dre renk, en-dro d'an eil togenn.
div golonenn, gant ar bolzennoù hag an togennoù a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,
Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he greunadez a oa heñvel.