ar c'hibelloù, ar c'hontilli, an hanafoù, an tasoù, an ezañsoueroù en aour glan, ar mudurunoù aour evit dorojoù ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoù an ti, da lavarout eo an templ.
Jeremiaz 52:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon. |
ar c'hibelloù, ar c'hontilli, an hanafoù, an tasoù, an ezañsoueroù en aour glan, ar mudurunoù aour evit dorojoù ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoù an ti, da lavarout eo an templ.
Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.
Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teñzorioù ti an AOTROU, ha teñzorioù ar roue hag e bennoù.
Diwar-benn an div golonenn, ar mor, hag an daouzek ejen arem a servije da sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se.
An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.
Hirder ar porzh a oa ugent ilinad, e ledander a oa unnek ilinad. Derezioù a oa da bignat eno, hag e-kichen ar postoù e oa kolonennoù, unan ouzh un tu hag eben ouzh an tu all.
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.