Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamuta merc'h Jeremiaz, eus Libna.
Jeremiaz 52:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna. |
Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamuta merc'h Jeremiaz, eus Libna.
Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.
D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoù en-dro dezhi.
Koulskoude an Edomiz a zo bet disent ouzh Juda betek hiziv. En hevelep amzer, Libna ivez en em savas.
Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem.
Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiñ Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa gasas ar roue Sedesia d'e gavout Pashur mab Malkija ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour, evit lavarout:
D'an navet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'an dekvet miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e sezizjont anezhi.
Setu amañ an urzh a roas ar profed Jeremiaz da Seraja mab Nerija mab Makseja, pa'z eas da Vabilon gant Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz eus e ren. Seraja a oa kentañ kambrelan.
Daoust ha goullonderiñ a raio evit-se e roued, en ur lazhañ dalc'hmat hep truez ar broadoù?
Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Makkeda da Libna, hag e vrezelas a-enep Libna.