Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 10:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Neuze Jozue hag holl Israel gantañ a dremenas eus Makkeda da Libna, hag e vrezelas a-enep Libna.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 10:29
14 Referencias Cruzadas  

Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiñ Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.


Koulskoude an Edomiz a zo bet disent ouzh Juda betek hiziv. En hevelep amzer, Libna ivez en em savas.


Koulskoude en em savet eo Edom a-enep aotrouniezh Juda betek hiziv. En amzer-se ivez en em savas Libna a-enep e aotrouniezh, dre m'en doa dilezet an AOTROU, Doue e dadoù.


Rabshake a zistroas hag a gavas roue Asiria oc'h argadiñ Libna, rak klevet en doa e oa aet kuit eus Lakish.


Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.


Mont a rejont kuit eus Rimmon-Perez hag e kampjont e Libna.


Jozue a gemeras ivez Makkeda en deiz-se hag a skoas warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz he roue hag he zud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas da roue Makkeda evel m'en doa graet da roue Jeriko.


An AOTROU he lakaas etre daouarn Israel gant he roue, hag e skoas warni gant troc'h ar c'hleze, ha war an holl dud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas d'he roue evel m'en doa graet da roue Jeriko.


roue Libna, unan; roue Adullam, unan;


Libna, Eter, Ashan,


roet e voe eta da vibien Aaron an aberzhour ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Hebron gant he douaroù, Libna gant he douaroù,


Hag e lakajont da verz kement a oa e kêr, dre varvenn ar c'hleze, gwaz ha gwreg, bugel ha kozh, ejen, dañvad hag azen.


Ober a ri da Ai ha d'e roue evel ma ec'h eus graet da Jeriko ha d'e roue, nemet e kemerot evidoc'h ar preizh hag al loened. Laka ur ged ouzh kêr, en a-dreñv.


Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos