Jeremiaz 51:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU en deus lakaet war wel hor reizhder. Deuit ha disklêriomp e Sion oberenn an AOTROU hon Doue. |
Lakaat a raio da reizhder da zont war wel evel ar sklêrijenn, ha da wir evel kreiz an deiz.
C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Az pez truez ouzhin, o AOTROU! Gwel ar glac'har o deus graet din va enebourien, te hag a laka ac'hanon da adpignat eus dorioù ar marv,
Sevel a raint o mouezh, hag e laoskint kriadennoù a levenez; eus harzoù ar mor e kanint meurded an AOTROU.
Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.
Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.
Selaouit mouezh ar re a dec'h hag a ya kuit eus bro Vabilon, evit embann e Sion veñjañs an AOTROU hon Doue, veñjañs e dempl.
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!