Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.
Jeremiaz 49:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met goude-se e tegasin en-dro re zalc'het mibien Ammon, eme an AOTROU. |
Hag he madoù hag he gounid a vo santelaet d'an AOTROU. Ne vint ket berniet na miret. He madoù a vo evit a re a zo o chom dirak an AOTROU, evit m'o devo o gwalc'h da zebriñ ha ma en em wiskint gant dilhad a-zibab.
Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.
Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.
Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.
Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,
Dont a raio da vro ar c'hloar, ha kalz a gouezho. Met ar re-mañ a dec'ho diouzh e zorn: Edom, Moab ha re bennañ mibien Ammon.