Met evel-se n'emañ ket he c'hoant, evel-se n'emañ ket soñj he c'halon. En he c'halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,
Jeremiaz 49:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tec'hit! Pellait kement ha ma c'hellit, en em endonit da chom, tud Hazor, eme an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon en deus graet ur soñj a-enep deoc'h, ijinet en deus ur mennad a-enep deoc'h. |
Met evel-se n'emañ ket he c'hoant, evel-se n'emañ ket soñj he c'halon. En he c'halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Ha bremañ em eus roet an holl vroioù-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier evit e servijañ.