setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,
Jeremiaz 49:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoù, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU. |
setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,
Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.
Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.
An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.
Da binvidigezhioù, da varc'hadoù, da genwerzh, da vartoloded, da sturierien, da zreserien-freuz, merourien da genwerzh, da holl dud a vrezel a oa du-se, an holl engroez a oa en da greiz, a gouezho e kalon ar morioù en devezh da lamm.
Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.