Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.
Jeremiaz 49:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penaos n'eo ket dilezet ar gêr vrudet, kêr va levenez? |
Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.
Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.
Moab n'he deus ken da dennañ gloar eus Hesbon, ijinet eo bet droug a-enep dezhi: Deuit, distrujomp hi a-douez ar broadoù! Ha te ivez, Madmen, te a vo distrujet, hag ar c'hleze a yelo war da lerc'h.
Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ.
Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezañ ur rivin, e-touez ar broadoù?
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
En em zerc’hel a raint pell gant aon rak hec’h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c’halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.