Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezañ ur rivin, e-touez ar broadoù?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:41
15 Referencias Cruzadas  

An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?


Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?


da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.


Penaos n'eo ket dilezet ar gêr vrudet, kêr va levenez?


Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù!


Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoù.


Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.


Holl dud an inizi a zo spouronet en abeg dit, o rouaned a zo spontet euzhus, o dremmoù a zo trejeboulet.


Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


E-touez an holl bobloù ma kaso an AOTROU ac'hanout en o c'hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos