Jeremiaz 48:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War holl doennoù Moab ha war e leurioù, pep tra a vo kañvoù, rak brevet em bo Moab evel ul lestr a zisplij, eme an AOTROU. |
Er straedoù o devo gwisket seier, war an toennoù ha war al leurioù pep hini a yudo hag a zirollo da ouelañ.
Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?
En em vruzunañ a ra evel ma vez bruzunet lestr pri ur poder, torret didruez e tammoù na gaver ket un darbod evit tennañ tan eus an oaled pe evit tennañ dour eus ar puñs-glav.
hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c'hell ken bezañ adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec'h ebet ken evit o sebeliañ.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.
Israel a zo lonket. Emaint bremañ e-touez ar broadoù, evel ul lestr na ro plijadur ebet.
Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad,