Jeremiaz 48:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak pep penn a vo moal, pep barv a vo troc'het, war bep dorn e vo flañchoù, ha war an divgroazell e vo seier. |
Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.
Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoù gant kontilli ha gant goafioù, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno.
Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Pa glevas ar roue komzoù ar vaouez-se, e rogas e zilhad. Tremen a rae neuze war ar voger, hag ar bobl a welas en doa ur sac'h dindan, war e gorf.
Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.
en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.
Pa glevas kement-se, ar roue Ezekiaz a rogas e zilhad hag en em c'holoas gant ur sac'h, hag ez eas da di an AOTROU.
Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.
e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
Gaza a zo deuet da vezañ moal, Askalon a dav gant nemorant o zraonienn. Betek pegeit en em ri flañchoù?
Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.
hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,
Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.
En em c'hourizañ a raint gant seier, ar spouron o goloio, ar vezh a vo war o holl zremmoù, o holl bennoù a vo touzet.
Ne reot flañch ebet en ho kig evit unan marv, ha ne tresot ket a verkoù warnoc’h. Me eo an AOTROU.
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit.
Chom a rae dalc’hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc’h en em vloñsañ gant mein.
Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.