Distrujañ a rejont ar c'hêrioù, pep hini a daolas mein er parkeier gwellañ d'o leuniañ, stouvañ a rejont an holl vammennoù dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.
Jeremiaz 48:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak va c'halon a huanado war Voab evel fleütoù, va c'halon a huanado evel fleütoù war dud Kir-Heres, dre ma'z eo kollet an teñzorioù o deus dastumet. |
Distrujañ a rejont ar c'hêrioù, pep hini a daolas mein er parkeier gwellañ d'o leuniañ, stouvañ a rejont an holl vammennoù dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.
Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.
An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec'her a zo miret evit an den reizh.
va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
An espern o deus graet, ar pezh o deus lakaet a-du, a zougint en tu all da froud an haleg.
Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.
Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?
An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d'an diwezh e vo kavet diskiant.
Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.
Setu perak e hirvoudin war Voab, garmiñ a rin diwar-ben Moab a-bezh. War dud Kir-Heres e huanador.