Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
An evadkinnigoù a vo un hanter hin gwin evit ur c'hole, un drederenn hin evit un tourz, ur c'hard hin evit un oan. Loskaberzh penn ar miz e vo, evit holl vizioù ar bloaz.