Jeremiaz 48:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez. |
En deiz-se pep lec'h hag a vo ennañ mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc'hant, a vo troet e drez ha spern.
Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.
Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue?
Dihunit, mezvierien, ha gouelit! Ha c'hwi holl, everien gwin, garmit en abeg d'ar gwin nevez, rak lamet eo eus ho kenoù.
neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.