An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
Jeremiaz 48:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet. |
An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.
Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.
Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.