Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 48:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Tud Moab, dilezit ar c'hêrioù ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 48:28
10 Referencias Cruzadas  

Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas ar goulm met ne zistroas ken d'e gavout.


Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.


Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


Roit eskell da Voab, rak a-dra-sur e nijo. E gêrioù a zeuio da vezañ ur gouelec'h, ne vo den o chom enno.


Da emfiziañs ha lorc'h da galon o deus da douellet, te hag a zo o chom e toulloù ar reier hag a zalc'h krec'h ar menezioù. Pa savi da neizh evel an erer, e taolin ac'hanout d'an traoñ, eme an AOTROU.


Tec'hit, troit kein, en em endonit e kevioù, tud Dedan, rak lakaat a rin da zont war Ezaü e c'hlac'har da vare e gastiz.


Dorn Madian a voe galloudus a-enep Israel. En abeg d'ar Vadianiz, mibien Israel a reas kevioù er menezioù, ha mougevioù ha kreñvlec'hioù.


Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioù, er bodennoù, e-touez ar reier, el lec'hioù kreñv hag er puñsoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos