Jeremiaz 48:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Korn Moab a zo troc'het, hag e vrec'h a zo torret, eme an AOTROU. |
Bruzunet en deus holl nerzhioù Israel en e gounnar entanet. Tennet en deus en a-dreñv e zehou dirak e enebourien. Enaouet en deus e Jakob un tanflamm o lonkañ a bep tu.
Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.
Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliañ.