Mont a ra o c'hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim.
Jeremiaz 48:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moab a zo mezhek, rak brevet eo bet. Huanadit ha yudit! Embannit war an Arnon ez eo drailhet Moab, |
Mont a ra o c'hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim.
Evel laboused o nijal amañ hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc'hed Moab ouzh treizh an Arnon.
Adalek Aroer war ribl froud Arnon hag ar gêr a zo e-kichen ar froud betek Galaad, ne voe kêr ebet re greñv evidomp. An AOTROU hon Doue a roas holl deomp.
adalek Aroer a zo war ribl froud an Arnon, hag ar gêr a zo e-kreiz ar froud, ha plaenenn Medeba betek Dibon,
Neuze e kerzhas dre ar gouelec'h, hag e reas tro bro Edom ha bro Voab, hag ec'h erruas ouzh sav-heol bro Voab, da gampiñ en tu all d'an Arnon, hep mont war douaroù Moab, rak an Arnon a oa harz Moab.