En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.
Jeremiaz 44:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi. |
En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.
En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.
Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.
An holl dud o devo troet o dremm evit mont d'an Ejipt hag evit chom eno a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, ha den ne vano ha den ne dec'ho dirak an droug a lakain da zont warno.
Bremañ eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec'h ma plij deoc'h mont da chom ennañ.
setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!
Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.
Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue?
Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,