Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.
Jeremiaz 39:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioù-se: |
Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.
Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.
e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.