hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
Jeremiaz 39:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl. |
hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.
hag e roas an urzh-mañ da Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Abdon mab Mika, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
betek an amzer ma en em gavas ar pezh en doa lavaret, ha ma en roas da anavezout ger an AOTROU.
Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d'an Ejipt.
Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.
Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.
Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Nebuzaradan penn ar warded, gant Nebushazban penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon,
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioù-se:
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.
Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.
Jeremiaz a yeas da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e chomas gantañ e-touez ar bobl a oa manet er vro.
Holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourañ ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon.
D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.