Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 39:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, pa oa dastumet e porzh an toull-bac'h, er gerioù-se:

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 39:15
8 Referencias Cruzadas  

Ar pennoù a yeas droug enno ouzh Jeremiaz, hag e skojont warnañ, hag en lakajont en toull-bac'h e ti Jonatan ar skrib, rak graet o doa anezhañ un toull-bac'h.


Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.


Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.


Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.


a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.


e c’houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n’eo ket ereet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos