Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.
Jeremiaz 38:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan. |
Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.
Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.
ha Sedesia roue Juda ne dec'ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met lakaet e vo a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outañ genoù ouzh genoù, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,
Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.
Ar Galdeiz a zeuio en-dro d'ober brezel d'ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan.
Met ma ned ez ket etrezek pennoù roue Babilon, ar gêr-mañ a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz, a zevo anezhi dre an tan, ha ne dec'hi ket kuit eus o daouarn.
Neuze Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Ra n'anavezo den tra ebet eus ar c'homzoù-mañ, ha ne varvi ket.
Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.
Roue Babilon a reas lazhañ e Ribla mibien Sedesia dirazañ. Roue Babilon a reas ivez lazhañ holl re vras Juda.
Ismael a gasas gantañ evel prizonidi an holl nemorant eus ar bobl a oa e Mizpa, merc'hed ar roue hag an holl re a oa manet e Mizpa, hag en doa Nebuzaradan penn ar warded fiziet e Gedalia mab Ahikam. Ismael mab Netania o c'hasas gantañ evel prizonidi, hag ez eas kuit evit tremen etrezek mibien Ammon.
O ziez a dremeno da reoù all, gant ar parkeier hag ar gwragez, rak astenn a rin va dorn war dud ar vro, eme an AOTROU.
Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.
Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?
Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.