La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 37:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Arme Faraon a oa deuet er-maez eus an Ejipt, hag ar Galdeiz, ar re a sezize Jeruzalem, o vezañ anavezet kement-se, en em dennas eus Jeruzalem.

Ver Capítulo



Jeremiaz 37:5
7 Referencias Cruzadas  

Roue an Ejipt ned eas ken er-maez eus e vro, rak kemeret en doa roue Babilon kement a oa da roue an Ejipt, adalek froud an Ejipt betek stêr Eufratez.


Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn arme roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.


Pa en em dennas arme ar Galdeiz eus Jeruzalem en abeg da arme Faraon,


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz er gerioù-se:


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Lavarout a reot evel-henn da roue Juda en deus ho kaset da'm goulenn kuzul: Setu arme Faraon a zo deuet d'ho sikour hag a zistroio d'e vro en Ejipt.


Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?


Ha Faraon gant un arme vras ha soudarded niverus, ne raio netra evitañ er brezel, pa vo savet tosennoù ha graet kreñvlec’hioù, evit lakaat da vervel tud niverus.