Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.
Jeremiaz 33:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU. |
Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.
Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.
Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.
Hag e lakain ac'hanoc'h da dremen dindan ar walenn, hag e tegasin ac'hanoc'h e ereoù an emglev.
Pep deog eus loened bras pe eus loened bihan, eus kement a dremen dindan ar walenn, a vo un deog santelaet evit an AOTROU.
Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.
Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?