Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 33:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma sevenin an traoù mat am eus disklêriet war di Israel ha war di Juda.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 33:14
31 Referencias Cruzadas  

Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.


Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.


Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


Rak me a lavar deoc’h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c’hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket e glevet.


Holl bromesaoù Doue a zo “ya” ennañ hag “Amen” ennañ, evit gloar Doue drezomp.


Doue o vezañ pourvezet un dra bennak gwelloc’h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d’ar barfeted.


Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc’het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c’hras dlee dont ennoc’h,


Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos