Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 33:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 33:15
21 Referencias Cruzadas  

Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da gleze, da veurded ha da c'hloar!


Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


neuze ar rouaned hag ar briñsed azezet war dron David a zeuio-tre dre zorojoù ar gêr-mañ pignet war girri ha war gezeg, int hag o friñsed, tud Juda ha tud Jeruzalem, hag ar gêr-mañ a vo annezet da viken.


Servijañ a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos