Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 33:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: El lec'h-mañ, ur gouelec'h hep den na loen, hag en e holl gêrioù, e vo lochennoù evit ar vêsaerien, a lakaio o zropelloù da ziskuizhañ enno.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 33:12
17 Referencias Cruzadas  

Lavar din, te hag a zo karet gant va ene, pelec'h e vesaez da dropell ha pelec'h e lakaez anezhañ da ziskuizhañ da greisteiz. Rak, perak e vefen evel ur wreg diank e-kichen tropelloù da gompagnuned?


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Juda hag hec'h holl gêrioù a-gevret, al labourerien-douar hag ar vêsaerien-dropell, a vo o chom eno.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.


Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?


Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.


hag e lavari: AOTROU, lavaret ec'h eus diwar-benn al lec'h-mañ e vo distrujet, en doare na chomo ennañ na den na loen, met ma vo ur gouelec'h da viken.


Hag e vo lavaret: An douar glac'haret-mañ a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c'hêrioù gwastet, glac'haret ha distrujet-mañ a zo kreñvaet ha tudet.


Daoust hag-eñ e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mañ gwastet?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos