An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emañ gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klañv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmañ, e raio van da vezañ unan all.
Jeremiaz 32:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, Hanameel, mab da eontr Shallum, a zeu da'z kavout evit lavarout dit: Pren va fark a zo en Anatod, rak an droed a zaspren ac'h eus evit e brenañ. |
An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emañ gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klañv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmañ, e raio van da vezañ unan all.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU a-enep tud Anatod a glask da vuhez hag a lavar: Ne brofedi ket en anv an AOTROU, ha ne varvi ket dre hon daouarn,
Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.
An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi.
Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.
e eontr pe ur mab d’e eontr pe unan eus e gerent nesañ a c’hello e zasprenañ, pe e c’hello en em zasprenañ e-unan mar dastum peadra d’henn ober.
Gourc'hemenn da vibien Israel reiñ d'al Levited, eus an hêrezh a zalc'hint, kêrioù evit chom enno. Reiñ a reot ivez d'al Levited douaroù tro-dro d'ar c'hêrioù-se.