Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Jeremiaz 32:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e vint va fobl hag e vin o Doue. |
Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Sartaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.
Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.
Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.
Hag e ouezo ti Israel ez on me an AOTROU o Doue, adalek an deiz-se hag en amzer da zont.
Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d'o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc'h, goude ma'z int aet en harlu.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Hag e tebri dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h en devo dibabet evit lakaat e anv da chom ennañ, deog da winizh, da win ha da eoul, ha re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, evit ma teski doujañ atav an AOTROU da Zoue.
met bremañ e c’hoantaont unan gwelloc’h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n’en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.