Piv eo an den a c'hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv? Ehan
Jeremiaz 30:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Servijañ a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho. |
Piv eo an den a c'hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv? Ehan
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.
Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.
E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.
En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d’ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc’h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.
Met, o vezañ profed hag o c’houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c’henel eus e lignez hervez ar c’hig evit e lakaat da azezañ war e dron,