Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.
Jeremiaz 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e roin deoc'h mêsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell. |
Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.
Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.
Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.
Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?
Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.
David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.
An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,
c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,
Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.